Kenger

Ur c'henger a zo anezhañ ur morfem a vez staget ouzh ur morfem diazez evit krouiñ ur ger. Hervez al lec'h m'en em gavont e-keñver ar morfem diazez e c'heller isrannañ ar c'hengerioù evel-mañ:

  • Ur rakger (saoz. prefix): staget ouzh penn ur morfem diazez, d.s. ober > adober
  • Ul lostger (saoz. suffix): staget ouzh dibenn ur morfem diazez, d.s. ober > oberiant
  • Un enger (saoz. infix): ouzhpennet etre daou vorfem all, d.s. e saozneg abso-bloody-lutely
  • Un troger (saoz. circumfix): staget ouzh pep penn d'ur morfem diazez, d.s. ne ...ket
  • Ur dreistger (saoz. suprafix): ouzhpennet da berzhioù dreistskizhel (saoz. suprasegmental) ur morfem diazez, d.s. e saozneg récord (anv-kadarn) ha recórd (verb)

An holl gengerioù a zo ivez morfemoù stag atav dre o natur, da lâret eo ne c'hellont ket bezañ implijet evel gerioù war o fenn o-unan.

Ar morfem diazez, avat, a c'hell bezañ ur morfem distag (da lâret eo, ur ger) pe ur morfem stag pe ur wrizienn, da skouer :

ober > oberiant: lostger (-iant) staget ouzh ur morfem distag (ober)
oberiant > oberiantiz: lostger (-iz) staget ouzh ur morfem stag (-iant)
gra > (g)raent: lostger (-ent) staget ouzh ur morfem stag (gra)

Pouezus-tre eo ar c'hengerioù a bep seurt evit ar yezhoù daspegel.


Developed by StudentB